Un heskenn zo ur benveg dir dezhañ ul lavnenn dantek da droc'hañ koad, metaloù pe mein.
Meur a seurt heskennoù zo. Gwechall e oant graet evit dorn an den. Hiziv ez eus heskennoù a ya en-dro dre dredan pe zour.
Hervez ur vojenn henc'hresian e oa bet ijinet an heskenn gant Talos, un niz da Zaidalos. Gwarizi a oa en eontr, ma lazhas e niz.