Rann eus | Doueed an Olimpos |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h |
Anv e yezh-vamm an den | Ἑστία, Ἱστια |
Tad | Kronos |
Mamm | Rea |
Breur pe c'hoar | Demeter, Hera, Haides, Poseidon, Zeus |
Annez ofisiel | Olympus |
Iconographic symbol | pod-berver, pemoc'h, Vitex agnus-castus |
Azeulet gant | Relijion er gevredigezh hellazek |
Tachenn ar sant pe doue | Oaled, keginañ, tan, baking, annez |
Hestia (Ἑστία / Hestía e gregach) eo doueez an tan sakr hag an oaled. Merc'h henañ Kronos ha Rea eo-hi, c'hoar eo da Zeus, Poseidon, Hades, Hera ha Demeter. A-remziad eo gant ar re a anver daouzek doue Olympos a dra sur, koulskoude ne vez ket kontet atav e-touez daouzek doue an Dodekatheon.
Vesta e oa hec'h anv hervez ar Romaned.
Pa bignas he breur Zeus war gador roue an doueed, e roas da Hestia, evel da Artemis pe Athena, ar galloud da virout he gwerc'hded da viken, a-benn en em ziwall diouzh karantez Apollon ha Poseidon.
N'eus hogos mojenn ebet a vije stag ouzh an doueez-se. Ne gemer perzh ebet e tabut ebet, ar pezh a ra anezhi un esparadenn e-touez doueed Olympos. Mirout a ra Zeus druzoni an aberzhioù dezhi.