Het Parool (nederlandeg a dalvez "ar ger kuzh", pe "al lugan") a zo ur pemdezieg izelvroat a vez embannet en Amsterdam.
Krouet e voe da vare an Eil Brezel-bed evel kazetenn stourm, gant Frans Goedhart ha Jaap Nunes Vaz.
D'a 25 a viz Here 1942 e voe harzet Nunes Vaz gant izili ar Gestapo ha kaset e voe da gamp-kreizennañ Sobibor[1].
War-dro 87 000 skouerenn a vez skignet bemdez[2]. Abaoe an 31 a viz Meurzh 2004 ez eo ur gazetenn ment tabloid dezhi, padal e oa bras 'broadsheet) he ment a-raok.
Betek ar 1añ a viz Genver 2003 e oa perc'hennet gant PCM Uitgevers NV, hag a zo perc'henn war De Volkskrant, NRC Handelsblad, Algemeen Dagblad ha Trouw ivez.
Hiziv an deiz ez eo perc'hennet gant Stichting Het Parool, De Persgroep hag ar gazetennerien.