Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Clovis, Chlodowech ![]() |
Anv-bihan | Clovis ![]() |
Titl noblañs | Roue ar Franked ![]() |
Deiziad ganedigezh | 670 ![]() |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav ![]() |
Deiziad ar marv | 676 ![]() |
Lec'h ar marv | talvoud dianav ![]() |
Tad | Chlothar III ![]() |
Kar | Chlothar III ![]() |
Familh | Meroveed ![]() |
Micher | monark ![]() |
Karg | Roue ar Franked ![]() |
Hlodwig III (Clovis III e galleg), ganet war-dro 670 hogen marvet n'ouzer pedavare, a oa roue Franked Aostrazia adal 675 betek 676. Diroueet e voe pa voe gouvezet ne oa ket mab d'ar roue kent.
Ganet e oa war-dro 670, hag Ebroin an hini a embannas ar gaou e oa mab da Klotar III. En 675, goude drouklazhet ar roue Childerig II, e voe anvet Teodorig III da roue gant Franked Neustria ha Burgondia.
Ha setu neuze Franked Aostrazia, hag o maer-ar-palez Ebroin, tennet ar galloud diganto, da embann e oa Hlodwig, bugel a 5 bloaz, an hini a oa roue Aostrazia.