Iskevrennad eus | oberenn dave, knowledge organization system, mammenn a drede renk, serial, lexicon |
---|---|
Pleustret gant | encyclopedist |
Entry in abbreviations table | энцикл. |
Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt.
Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec'hienn Web.
Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh.