Hugennekadur

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Er yezhoniezh e vez implijet an termen hugennekadur (saoz.: uvularisation) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un seurt doare distagañ a eil renk ma vez strishaet an hugenn keit ha ma vez distaget ur gensonenn pe ur vogalenn gant ul lec'h distagañ pennañ all.

A-wezhoù e vez deskrivet kensonennoù stambouc'hus an arabeg evel kensonennoù hugennekaet daosut ha ma vezont dielfennet peurlesañ evel kensonennoù gargadennekaet pe c'hoazh evel goueliekadur hervez ar rannyezhoù resis.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne