Humpty Dumpty zo tudenn ur rimadell saoznek. Tennaén a ra d'ur vi denheñvel. Kentañ meneg eus ar rimadell a gaver en XVIIIvet kantved, hag eus an ton e 1870, en National Nursery Rhymes and Nursery Songs, gant James William Elliott. Eus pelec'h e teu, n'ouzer ket, met meur a vartezeadenn zo bet steuet. Meneg anezhañ zo bet alies el lennegezh, ha dreist-holl gant Lewis Carroll e Through the Looking-Glass (1872). lakaet eo er Roud Folk Song Index dindan an niverenn 13026.
En un doare all