Hywel ab Owain Gwynedd, a varvas e 1170, a oa priñs eus rouantelezh Gwynedd, ha barzh. Mab bastard e oa da Owain Gwynedd, priñs Gwynedd, ha da b-Pyfog, ur vaouez a Iwerzhon, ma vez graet Hywel ap Gwyddeles anezhañ ivez.
E 1143 e voe lazhet Anarawd ap Gruffydd, priñs Deheubarth, gant Cadwaladr, breur Owain Gwynedd, a oa perc'henn war douaroù e Meirionnydd ha Ceredigion. Goulenn a reas Owain digant Hywel neuze mont da skrapañ douaroù e eontr Cadwaladr en hanternoz Ceredigion. Ha Hywel d'ober, ha kemer kastell Aberystwyth kement hag ober, ha c'hwezhañ an tan e-barzh. E 1147 ez eas Hywel hag e vreur Cynan da skarzhañ o eontr Cadwaladr eus e zouaroù e Meirionnydd, ha kemeret e voe gante e gastell e Cynfael.
Kollet e voe kreisteiz Ceredigion gant Hywel avat e 1150 pa deuas Cadell ap Gruffydd eus Deheubarth d'e gas kuit en tu all d'ar stêr Aeron ha pa embannas bout perc'henn war ar vro.