Ici | |
---|---|
![]() Logo Ici | |
Lec'hienn Genrouedad | www.ici.fr/ |
Ici, bet anvet France Bleu betek ar 6 a viz Genver 2025[1], zo ur rouedad radioioù lec'hel foran er Stad C'hall, gant 44 radio hollek foran lec'hel. Krouet e oa bet war atiz Jean-Marie Cavada, PDG Radio France, e miz Gwengolo 2000. Ar programoù zo reoù lec'hel gant savlec'hioù lec'hel er rannvroioù pe departamantoù, klokaet gant programoù broadel da noz pe da greisteiz. Ul lodenn eo eus ar strollad foran Radio France, ha gallout a ra bezañ keñveriet gant France 3 evit France Télévisions, gant ur gefridi dudi ha kelaouin lec'hel.
Céline Pigalle eo renerez Ici abaoe an 3 a viz Ebrel 2023, p'he doa kemeret plas Jean-Emmanuel Casalta.