Ifor Williams (16 Ebrel 1881 – 4 Du 1965) zo unan eus al lenneien bouezusañ e Kembre, war dachenn ar studioù kembraek ha keltiek, en XXvet kantved. Plediñ a rae dreist-holl gant al lennegezh kembraek koshañ, hini ar C'hentvarzhed. Embann a reas meur a skrid a bouez, evel oberennoù Aneurin ha Taliesin ha Pedair Cainc y Mabinogi. A-hed e vuhez e kelennas kembraeg e skol-veur Bangor, nepell diouzh al lec'h ma oa ganet.