An ijinerezh aeregorel eo ar skourr eus an ijinerezh e-lec'h ma vez lakaet asambles ijinerezh an aerlistri pe aerlestrerezh hag hini an egorlistri pe egorlestrerezh.
Gantañ e pleder gant :
Diazezet eo ar skiantoù-se war skourr an fizik damkanel anvet mekanikerezh ar fluidennoù. Koulskoude e vez graet arnodoù dre skiant-prenet war patromoù bihan o skeul pe brototipoù. Esaet e vezont pe er ribouloù-avel pe en aergelc'h digor. Muioc'h-muiañ e vez implijet drevezerien evit berraat an esaeoù war danvezioù pe listri fetis.