Impalaerouriezh nevez

Impalaerouriezh nevez
marevezh istorel
Deiziad kregiñ1880s Kemmañ
Deiziad echuiñ1920s Kemmañ

En ur c'henarroud istorel, Impalaerouriezh nevez a vez un droienn evit ober eus mare an emled trevadennel gant galloudoù Europa, Stadoù-Unanet Amerika, ha Japan e fin an XIXvet kantved ha penn-kentañ an XXvet kantved.[1] Ar mare istorel-se a zo bet unan o welet un emled trevadennel ha na oa ket bet biken en Istor betek-henn. Ar stadoù a wele evel diazez da gaout ha brasaat o implaeriezhoù trevadennel oc'h implij al lañs teknikel a oa ganto, o emledañ o tiriad dre aloubiñ, hag implij danvezioù krai an tiriadoù bet aloubet ganto. E-kerzh mare an Impalaerouriezh nevez, ar galloudoù europat (ha Japan) a oa bet oc'h emledañ hag aloubiñ an darn eus Afrika ha lodennoù eus Azia. Ar wagenn trevadennerezh impalaeriel a oa un diazez ivez a-fed kevezerezh etre galloudoù bras, an ezhomm da gaout danvezioù diazez a-benn souten an nevezintioù hag an ekonomiezh, ar c'hoant gounid marc'hadoù nevez, hag ar c'hoant "seveniñ an dud". Meur a drevadenn a oa bet diazezet e-kerzh ar mare-se a oa bet o tieubiñ e-kerzh an didrevadenniñ goude fin an Eil Brezel-bed.

  1. (2006) "32: Robinson and Gallagher and Their Critics", Ends of British Imperialism: The Scramble for Empire, Suez, and Decolonization. London : I.B.Tauris. 910 p. ISBN 9781845113476. “[...] the concept of the 'new imperialism' espoused by such diverse writers as John A. Hobson, V. I. Lenin, Leonard Woolf, Parker T, Moon, Robert L. Schuyler, and William L. Langer. Those students of imperialism, whatever their purpose in writing, all saw a fundamental difference between the imperialist impulses of the mid- and late-Victorian eras. Langer perhaps best summarized the importance of making the distinction of late-nineteenth-century imperialism when he wrote in 1935: '[...] this period will stand out as the crucial epoch during which the nations of the western world extended their political, economic and cultural influence over Africa and over large parts of Asia ... in the larger sense the story is more than the story of rivalry between European imperialisms; it is the story of European aggression and advance in the non-European parts of the world.' 

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne