Un Improvised Explosive Device, berraet e IED (Brezhoneg: Ardivink-Tarzh Primaozet), a vez graet eus ur vombezenn savet hag implijet e doareoù amreizh e-keñver gwir ar brezel pe an implijoù milourel boas. Gellout a reer sevel un ardivink-tarzh primaozet pe dre un doare milourel boas (un obuzenn) koublet gant un tarzher, pe dre un doare amreoliek gant produioù kimiek. Darn eus an IED-où a vez implijet evel bombezennoù war vordoù an hentoù. An ardivinkoù-tarzh primaozet a vez implijet e-pad emgannoù ha brezelioù sponterezh kreñv pe stourmoù disimetrek doare guerrilla, pe gant nerzhioù kommando war an dachenn emgann.