Inis Toirc

Porzh Inis Toirc, gant Oileán na Cathrach en diabell
Inizi kornôg Iwerzhon

Inis Toirc (hervez an iwerzhoneg) pe Inishturk (hervez ar saozneg) zo un enezenn war aod kornôg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo. Annezet eo gant war-dro 70 den, war ur gorread 12 km².

Talvezout a ra an anv Inis Toirc kement ha « Enez an tourc'h ».

Mont a c’haller di gant bigi a loc’h diouzh ur porzhig e-kichen Cluain Cearbán (Louisburgh).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne