Inizi Cook (Cook Islands e saozneg, Kūki 'Āirani e maorieg an inizi-se) a zo ur stad dizalc'h liammet frank gant Zeland-Nevez, n’eo ket ur riez. 15 enezennig a ya d'ober ar vro, gant ur gorread hollek a 240 km², met ec'hon-meurbet eo he zakad armerzhel miret (TAM) gant 1 800 000 km². Un tammig en tu-mañ da 20 000 a annezidi a zo o chom en inizi. Met enezourien eus Cook a gaver diazezet ivez kalzik e Zeland-Nevez (war-dro 58 000). Avarua eo ar gêr-benn.