Inside Out a zo ur film tresadennoù-bev saoznek, sevenet gant an daou filmaozer Ronnie del Carmen (1959-) ha Pete Doctor (1968-).
Produet gant Pixar Animation Studios e voe skignet evit ar wech kentañ d'an 18 a viz Mae 2015 da-geñver Gouel etrebroadel ar filmoù e Canas (Bro-C'hall). Pemzekvet film bevaat ar Studioioù Pixar e oa, war-lerc'h Monsters University (e miz Mezheven 2013) hag a-raok The Good Dinosaur (e miz Du 2015).