Iskevrennad eus | graphics processing unit ![]() |
---|---|
Anvet diwar | story arc ![]() |
Testenn ar ger-stur | Let's Play ![]() |
Perc'hennet gant | Intel ![]() |
Diorroer | Intel ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.intel.com/content/www/us/en/architecture-and-technology/visual-technology/arc-discrete-graphics.html, https://arc.intel.com ![]() |
Date of commercialization | 30 Meu 2022 ![]() |
Intel Arc zo anv ur merk kartennoù grafik ijinet ha savet gant Intel. Ar c'hartennoù-se a zo savet evit urzhiataerioù c'hoari ker war ar marc'had. Ouzhpenn-se ez eo Intel Arc ivez ur merk evit programmoù ha servijoù. Un taol-arnodiñ eo gant Intel evit keveziñ gant Nvidia GeForce hag AMD Radeon a-fed kartennoù grafik.
An heuliad kartennoù Arc-A evit an urzhiataerioù hezoug a oa bet lañset d'an 30 a viz Meurzh 2022, gant an A750 hag A770 lañset e trede trimiziad 2022. C'hwitet e oa bet an embann gant Intel en eilvet trimiziad, ha dale a oa bet ganto o welet an embann hollek e miz Here 2022.