Invictus (barzhoneg)

Poltred William Ernest Henley graet gant Leslie Ward, embannet e Vanity Fair, 26 a viz Du 1892

Invictus zo ur varzhoneg brudet bet savet er bloaz 1875 gant ar skrivagner saoz William Ernest Henley (18491903).

Ne oa bet lakaet titl ebet dezhi gant he oberour. Anvet e vo Invictus, ur ger latin hag a dalvez kement ha "na c’heller ket trec’hiñ", gant ar skrivagner kerneveurat Arthur Quiller-Couch (1863-1944) e 1900.

Gant Nelson Mandela e voe skrivet hag engravet he gwerzennoù war mogerioù e gell e toull-bac’h enez Robben Island ma oa bet digenvezet. Er gwerzennoù-se, a veze ouzh o lenn bemdez-c’houloù, e kavas nerzh ha kredenn divrall hed-ha-hed an triwec’h vloaz bac’h eno.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne