An ionoù zo spesadoù kimiek karget ent elektrek. An anv saoznek-se a zeu eus an anv-gwan henc'hresianek ἰόν (ion), a c'heller treiñ gant « o vont, a ya »[1].
Meneget eo talvoud ar garg-se gant un usskrid e dibenn formulenn gimiek an ion, ul lieskement eus ar garg elektrek elfennel e.
Lakaat a reer kemm etre an ionoù monoatomek kenaozet gant un atom hepken, evel Fe2+ hag Fe3+, Na+ pe Pb2+, hag an ionoù poliatomek kenaozet gant meur a atom, evel SO42- pe NO3-.
Graet e vez kationoù eus an ionoù karget ent pozitivel, hag anionoù eus an ionoù karget ent negativel.