An islam chiit pe chiitiezh (arabeg: شيعة; perseg: شیعه) a zo un doare berr evit Shī'at 'Ali ("kostezenn 'Ali"). Ar vuzulmaned chiit a gred e kelennadurezh familh ar profet Mohammed, a reont Ahl al-Bayt anezhi. Diskibien int eta da diegezh Muhammad hag Ali ibn Abi Talib (an Imam Ali). Soñjal a ra d'ar chiited n’o deus bet an tri c'halif sunnit kentañ pouez ebet evit bezañ kaset war-raok ar feiz vuzulman.
Evel an islam sunnit eo bet rannet an islam chiit e meur a duad, met tri skourr kalz dreist d'ar reoù all a zo bremañ. Ar re anavezetañ hag ar re niverusañ eo an daouzekveded (Ithnāˤashariyya) (war-dro 80%), ar reoù all eo an ismaelianed hag ar zaiddiyahed. Diouzh o zu, an alawited hag an druzed a lavar ez int chiited, met n'emañ ket a-du an darn vras eus ar chiited gant an dra-mañ.