Islam sunnit

Tamm eus un heuliad pennadoù a-zivout
ISLAM
Kredennoù ha kustumoù
Unded DoueDisklêriadenn a feizPedennYunKaritezPirc'hirinded
Pennoù bras
MohammedAbu BakrAliTiegezh MohammedKompagnuned MohammedProfeded Islam
Skridoù ha lezennoù
KoranSunnahHadithBarnadurezhDoueoniezhBuhezioù MohammedCharia
Skourroù
SunnitChiitC'harijitSoufiegezh
Kevredigezh
Studioù islamekIstorPrederouriezhSkiantArzSavouriezhKêrioùDeiziadurGouelioùMaouezedMaouezed er C'horanPennoù relijielPolitikerezhIslamouriezhFrankizouriezhSalafiezh

An islam sunnit eo ar rann bennañ eus an islam, ar relijion vuzulman. Etre 87% ha 90% eus ar vuzulmaned a zo sunnited anezho. Laret e vez eus ar froud krediñ-se ez eo ur reizh kredenn eus an Islam.

An diforc'h pennañ a zo etre ar froudoù krediñ islamek a zo an doare da gompren ar relijion islamek met en ur implij ar memes mammennoù evit skrivañ ha lakaat da dalvezout ar gwir muzulman.

Graet e vez en arabeg eus kredourien ar red Sunnit gant ahl as-sunnah wa l-jamāʻah (arabeg: أهل السنة والجماعة) "Pobl hengoun Mohammed hag emglev an oumah", a-wechoù berraet en ahl as-sunnah (arabeg:أهل السنة).

Graet e vez Islam sunnit eus ar gredenn, sunnited pe muzulmaned sunnit eus ar gredourien. An islam sunnit a zo an eil ensavadur relijiel er bed goude ar gristeniezh hag ar red krediñ gant ar brasañ niver a gredourien dre ar bed a-bez.

Ar ger "sunni" a teufe eus ar ger Sunnah (arabeg: سنة) o tont eus komzoù hag oebrioù ar profed islamek Mohammed evel testenniet en hadith (arabeg: حديث‎).

Kredourien en Islam hervez ar vroioù:
gwer islam sunit ruz : islam chiit, glaz : islam ibadi

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne