Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Albania, Bro-C'hall, Kosovo |
Anv e yezh-vamm an den | Ismail Kadare |
Anv-bihan | Ismaïl |
Anv-familh | Kadaré |
Deiziad ganedigezh | 28 Gen 1936 |
Lec'h ganedigezh | Gjirokastra |
Deiziad ar marv | 1 Gou 2024 |
Lec'h ar marv | Tirana |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | myocardial infarction |
Pried | Helena Kadare |
Bugel | Besiana Kadare |
Yezh vamm | albaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | albaneg |
Yezh implijet dre skrid | albaneg, galleg |
Micher | barzh, romanter, troer, skrivagner |
Tachenn labour | literary activity, barzhoniezh, Komz-plaen |
Karg | Member of the Parliament of Albania |
Bet war ar studi e | University of Tirana, Maxim Gorky Literature Institute |
Strollad etnek | Albanians |
Relijion | dizoueegezh |
Ezel eus | Academy of Sciences of Albania, Académie des Sciences Morales et Politiques, Academy of Sciences and Arts of Kosovo, Montenegrin Academy of Sciences and Arts |
Levezonet gant | Italo Calvino |
Bet kinniget evit | Priz Nobel al Lennegezh, International Booker Prize |
Ismail Dukudu Kadare zo ur barzh ha skrivagner albanat ganet d'an 28 a viz Genver 1936, hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Gouhere 2024.
Graet en deus e studioù e Tirana hag e Moskov.
Klask a reas plijout war un dro d'ar gouarnamant komunour ha d'e enebourien, ar pezh a vez tamallet dezhañ bremañ en Albania.
Dre ma voe kavet dispac'hel e skridoù gant gouarnamant Albania e voe ret dezhañ goulenn bod digant Bro-C'hall e 1990.
Alies e vez kaoz en e oberennoù eus mojennoù Albania ha mac'hom an diktatouriezhioù. Bez e oa gwaz ar skrivagnerez Helena Kadare ha tad Besiana Kadare ar gannadourezh evit an ABU ha besprezidantez 75vet bodad hollek an ABU . Enoret e voe e 2023 gant keodedelezh Kosovo, a-berzh ar prezidant Vjosa Osmani.