Itron an Erminig | |
Leonardo da Vinci, 1488-1490 | |
Eoullivadur war goad | |
54,8 × 40,3 cm | |
Mirdi Czartoryski | |
Krakovia | |
La dama con l'ermellino (Ritratto di Cecilia Gallerani), Itron an erminig e brezhoneg", a zo un eoullivadur war goad a 54,8 cm x 40,3 graet etre 1488 ha 1490 gant Leonardo da Vinci.
Emañ al livadur er mirdi Czartoryski e Cracovia war-lerc'h bezañ dreset goude un tamm drailh graet dezhañ e-kerzh an eil brezel-bed. Kuzhet e oa bet en ur c'hastell, kavet gant ar soudarded alaman, ha pa voe adkavet war o lerc'h e oa roud seul ur votez warnañ en ur c'horn.
E krec'h en tu kleiz eo skrivet: "LA BELE FERONIERE LEONARD DA WINCI".