Iwerzhoneg

Iwerzhoneg
Dregantad a iwerzhonegerien e 2011
Tachenn Iwerzhon Iwerzhon
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Rannvro Europa ar C'hornôg

Yezherien
(2022)
Yezh 1 : 195 029
Er skolioù : 71 968
Yezh 2 : 1 873 997
Familh yezh Indezeuropek
 Keltieg
  Gouezelek
   Iwerzhoneg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel Iwerzhon Iwerzhon
Norzhiwerzhon
 Unaniezh Europa
Akademiezh Foras na Gaeilge
Kodoù etrebroadel
ISO 639-1 ga
ISO 639-2 gle
ISO 639-3 gle
SIL GLE

An iwerzhoneg (Gaeilge) zo unan eus ar yezhoù gouezelek, komzet en Iwerzhon. En Iwerzhon e ra an dud na blij ket ar yezh-se dezho gant an anvadur 'Gaelic' (Gouezeleg), met gant ar yezhoniourien ha gant Bonreizh Iwerzhon ez eo iwerzhoneg a vez graet anezhi peurvuiañ. Ober gant an anv gouezeleg a c’hell lakaat da faziañ ha da gemmeskañ gant gouezeleg Skos, ur yezh kar komzet e Bro-Skos.

Komzet e vez iwerzhoneg en enezenn a-bezh, e Republik Iwerzhon (Poblacht na hÉireann, Republic of Ireland), hag ivez e Hanternoz Iwerzhon (Tuaisceart na hÉireann, Northern Ireland). Yezh vroadel ha yezh ofisiel gentañ ar Republik eo, hervez ar Vonreizh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne