Ganet eo Jacques Massu d’ar 5 a viz Mae 1908 e Châlons-sur-Marne. Marvet eo d’ar 26 a viz Here 2002 e Conflans-sur-Loing. Labouret en deus etre 1928 ha 1969. Kemeret en deus perzh en Eil Brezel Bed, e brezel Aljeria, hini Vietnam, hini Indez-Sina hag ivez en enkadenn Suez.
Tamallet ez eus bet da Jacques Massu gant stourmerien gozh eus an FLN en Aljeria, Louisette Ighil Ahriz en o zouez, bezañ roet ton d’ar jahinerezh e-pad brezel Aljeria. Bet eo kadarnaet ar pezh a zo e-barzh e levr «La vraie bataille d'Alger». E-barzh un abadenn skinwel e 1971, en doa diskleriet : « J'ai dit officiellement que je reconnaissais l'existence de la méthode et que je la prenais sous ma responsabilité. » Anzavet en deus neuze bezañ graet implij eus ar gégène.
Krouet en deus ur Bodad Saveteiñ ar Stad, hag eñ eo a voe ar prezidant.
E 1958, en deus degemeret e steredennoù a jeneral rannadur. Dont a reas neuze da vezañ e penn korf-arme Alje hag e kemeras kiriegezhioù ar prefed rannvro. E 1960, eo bet tennet digantañ e c’hrad a gomandant.
E 1961, ez eo bet anvet da c’houarnour arme eus Metz ha komandant ar 6vet rannvro arme. E miz Meurzh 1966, ez eo bet anvet da benn-komandant «Arme C’hall Alamagn» e Baden-Baden. E miz Gouere 1969, ez eo aet Jacques Massu kuit eus e bost en arme oberiant evit mont e-barzh an 2vet kevrenn ofiserien-jeneraled.
Arroudennoù Massu:
E zarempredoù gant ar jeneral De Gaulle a veze stenn a-wechoù. Da skouer, e 1958, e lavaras ar jeneral De Gaulle dezhañ « Alors Massu, toujours aussi con ? ». Hag eñ da respont : « Toujours gaulliste, mon général ! ».
Levrioù