Jacques-Nicolas Bellin (Pariz, 1703 – Versailhez, 21 Meurzh 1772) a oa ur c'hartennour gall.
E 1721, da 18 vloaz, e voe anvet e Servij hidrografek ar verdeadurezh, nevez-krouet. E miz Eost 1741 e teuas da vezañ "Ijinour ar verdeadurezh" e Dalc’had kartennoù ar verdeadurezh. Diwezhatoc’h e teuas da vezañ ezel eus Akademiezh ar mor, e Pariz, hag eus ar Royal Society e Londrez.