James Fenimore Cooper

James Fenimore Cooper a oa ur skrivagner amerikan, bet ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1789 e Burlington, New Jersey (SUA), marvet e Cooperstown, Stad New York d'ar 14 a viz Gwengolo 1851.

Skrivet en deus kalz hag e romantoù istorel a-zivout prantadoù kentañ Stadoù-Unanet Amerika ha buhez an Indianed o deus krouet ur rann dibar eus al lennegezh amerikan. Bevañ a reas an dar vrasañ eus e vuhez e Cooperstown (Stad New York) bet krouet war un dachenn a oa d'e dad William Cooper. Bez e voe un ezel feal eus an Iliz eskobel (Episcopal Church) a-hed e vuhez. Studier e voe e-pad ti bloaz e Yale, ezel e voe eus al Linonian Society eno met skarzhet e voe abalamour d'e emzalc'h.

A-raok kregiñ gant ar vicher skrivagner e voe asagn e morlu Stadoù-Unanet Amerika. Levezonet e voe kalz eus e romantoù gant ar prantad-se eus e vuhez. Roet e voe lañs d'e vuhez a skrivagner gant The Spy, ur romant a spierezh e-kerzh ar Brezel Dieubiñ bet embannet embannet e 1821. Skrivet en deus un niver bras a istorioù mor. E oberennoù brudetañ a zo ar pemp romant istorel bodet er rummad Leatherstocking Tales. Degemeret mat e vez e oberennoù a-zivout penn kentañ morlu Stadoù-Unanet Amerika e-touez an istorourien daoust dezho bezañ bet burutellet gant e gempredidi. Gwelet e vez peurliesañ The Last of the Mohicans evel e bennoberenn.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne