Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn, Republik Demokratel Alamagn ![]() |
Bro sport | Alamagn ![]() |
Anv-bihan | Jan ![]() |
Anv-familh | Ullrich ![]() |
Moranv | Der Kaiser ![]() |
Deiziad ganedigezh | 2 Kzu 1973 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Rostock ![]() |
Kar | Georg Steinhauser ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg ![]() |
Micher | marc'hhouarner ![]() |
Savlec’h c’hoari pe spesialded | redadeg a dennadoù, rouleur ![]() |
Ezel ar skipailh sport | T-Mobile, Team Bianchi, T-Mobile ![]() |
Kleñved | attention deficit hyperactivity disorder ![]() |
Sport | marc'h-houarn ![]() |
Prizioù resevet | Silbernes Lorbeerblatt, German Sportspersonality of the Year, German Sportspersonality of the Year, Vélo d'Or ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.janullrich.de/ ![]() |
Ganet e oa Jan Ullrich, d’an 2 a viz Kerzu 1973, e Rostock (d'ar c'houlz en DDR), e dad a oa mañsoner hag abred-tre, e 1979, e oa tec'het diouzh an tiegezh ; e-se e voe desavet Jan gant e vamm ha breudeur.
Reder marc'h-houarn a vicher eo bet eus ar bloaz 1995 betek 2006, kentañ reder alaman eo bet da c’hounit Tro bro C’hall e 1997, hag an hini nemetañ, betek-henn.
Gwelet e veze evel enebour pennañ Lance Armstrong, er bloavezhioù 2000, 2001, ha 2003 ; da eil eo bet renket, dres goude hemañ. Eilvet e oa bet e 1996, 1998, ha trede e 2005. C’hwec’h gwech eo bet war ar podiom, ha gant-se eo pignet alies a-walc'h warnañ. Maget ez eus bet kalzig a spi ennañ abalamour d’e zreist barregezhioù, red eo lavaret koulskoude, n’eus ket bet an eurvad da vout enoret muioc'h, ha dreist-holl rak an aferioù drammaj deuet d'ober reuz.
Diwar un amprouadenn TDN e 2006 e oa bet prouet e oa anezhañ ur pratik d’ar mezeg Fuentes, bet en afer Puerto. Rebechet ez eus bet dezhañ nonpas labourat a-zevri war ar gourdonañ, bezañ ur beg bras, un tammig dibalamour, hag un diouer a skiant-vicherel.