Jan Deloof zo ur Flandrezad a oar brezhoneg hag en deus embannet meur a droidigezh diwar hor yezh e nederlandeg. Ganet eo bet Jan Deloof e Zwevegem d'ar 7 a viz Mae 1930. War e amzer vak en deus kenlabouret gant kelaouennoù sevenadurel eus Flandrez evel Ons Erfdeel, Septentrion, Kruispunt. Desket en deus brezhoneg ivez ha tapet en deus ar Priz Roparz Hemon e 2007, evit e droidigezhioù diwar hor yezh en e hini :