Johanna von Österreich (en alamaneg), pe Giovanna d'Austria (en italianeg), pe Janed Aostria (Praha 1547-1578 Firenze), a oa dugez-veur Toskana goude he dimeziñ da Francesco Iañ de' Medici .
Merc'h e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel, breur da Karl V an Impalaeriezh Santel, ha da Anna Bohemia ha Hungaria. Mervel a reas er gwentloù.
Doganet e oa gant he fried an dug-meur Francesco Iañ de' Medici en devoa ur pried-kleiz, Bianca Cappello.
Mervel a reas Johanna er gwentloù, e miz Ebrel 1578, da 31 bloaz. Gant se e c'hallas he fried addimeziñ d'e serc'h Bianca Cappello.