Jeanne de Belleville & de Clisson | |
---|---|
![]() | |
Anv | Jeanne Louise de Belleville & de Clisson, Dame de Montaigu |
Lesanvioù | Jeanne de Belleville, Tigrez Breizh, Leonez Klison, Al leonez wadek |
Ganedigezh | 1298 e Belleville-sur-Vie![]() ![]() |
Marv | 1359 en Henbont![]() ![]() |
Broadelezh | ![]() ![]() |
Priedoù ha bugale | |
Priedoù | Jafrez VIII Kastell-Briant († 1326) Olier IV Klison († 1343) Sir Walter Bentley († 1359) |
Bugale | Olier V Klison (1336-1407) |
Kourserezh | |
Feizleunder | ![]() |
Prantad | 1343 – 1356 |
Jeanne Louise de Belleville & de Clisson, Dame de Montaigu, anavet evel Janed Belleville, "Leonez Breizh", "Leonez Klisun", "Al leonez wadek" "Tigrez Breizh", (Belleville-sur-Vie, 1298 – Henbont, 1359), a oa un uheliadez eus Vendée.
A-c'houde lazhidigezh he fried Olier IV Klison war gourc'hemenn roue Bro-C'hall e stourmas ouzh ar gurunenn c'hall e Brezel hêrezh dugelezh Breizh (1341-1364) e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz (1337-1453) ; gwell e voe dezhi brezeliñ war vor eget war zouar evit argas an armeoù gall er-maez eus tiriad Breizh, setu e troas da gourserezh : treuziñ Mor Breizh a eure, prenañ listri e Bro-Saoz ha tagañ listri gall ; alies e lazhe ar skipailh en ur lezel ur moarer bev hepken, dezhañ da gas keloù da roue Bro-C'hall.