Janet Frame

Janet Frame zo ur skrivagnerez zelandneveziat ganet e Dunedin e 1924 ha marvet e 2004.

Lent betek re e oa ha dre-se lakaet diaes en he darempredoù gant ar re all. Kaset e voe d'ur bredospital lec'h ma c'houzañvas kalz ha ma voe darbet dezhi bezañ lobotomizet.

En hec'h oberennoù e ro plas d'an dud disheñvel dre o spered, o c'horf pe o doare-bevañ. En o zouez emañ An angel at my table (Un ael ouzh taol ganin) a zo bet savet ur film diwarnañ gant Jane Campion.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne