Jean Bobet (22 C'hwevrer 1930 e Sant-Meven, en Il-ha-Gwilen - 29 Gouere 2022), zo bet ur marc'hhouarner breizhat hag ur c'hazetenner sport.
Breur e oa da Louison Bobet, 5 bloaz yaouankoc’h egetañ, ha reder e voe ur pennad gantañ ivez.
Gounit a reas Pariz-Nisa e 1955, Genova-Nisa e 1956, Amredad ar Mor-Bihan e 1953, hag en 3e plas en em gavas er redadeg velo Milano-San Remo e 1953.
Goude-se e labouras gant Radio-Luxembourg e Pariz, ha skrivañ a reas un toullad levrioù.