Jean Castex zo ur politikour gall ganet e Vic de Fesensac d'ar 25 a viz Even 1965 (Gers, rannvro Okitania). Anvet eo bet da gentañ ministr Bro-C'hall gant ar prezidant Emmanuel Macron d'an 3 a viz Gouere 2020. Roet en deus e zilez d’an 16 a viz Mae 2022, war lerc’h addilennadeg Macron, pa oa anvet Élisabeth Borne en e lec’h[1].
Maer Prada e Katalonia an Norzh eo abaoe 2008. Bet eo ivez eilpennsekretour kabined prezidant ar Republik C'hall etre 2011 ha 2012, kuzulier UMP rannvro Languedoc-Roussillon etre 2010 ha 2015 ha kuzulier-departamant e Pireneoù-ar-Reter (LR) abaoe 2015.
Karget eo bet gant ar prezidant Macron da genurzhiañ ar mont er-maez eus ar genfinadeg liammet gant kleñved-red ar C'hovid-19 e Frañs e 2020. Da heul eo anvet gantañ da gentañ ministr war-lerc'h Édouard Philippe evit kinnig dezhañ ur gouarnamant nevez.