Jean-Auguste-Dominique Ingres

Emboltred.

Jean Auguste Dominique Ingres zo ul livour gall eus an XIXvet kantved. Ganet e oa e Montauban d'an 29 a viz Eost 1780 ha marvet d'ar 14 a viz Genver 1867 e Pariz. Ma oa klasel e awen e oa tost-kar lod eus e oberennoù da luskad ar romantelezh.

Livour e oa e dad, ha broudañ a reas c'hoant e vab da livañ. Deskiñ ar vicher a reas en Akademiezh Tolosa, adal e 11 vloaz. E 1796 ez eas da Bariz da zeskiñ gant David.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne