Jean-Michel Veillon

Jean-Michel Veillon
Anv Jean-Michel Veillon
Ganet 16 a viz Mae 1959
Frehel
Micher(ioù) Soner
Kaner
Sonaozour
Benveg(où) Bombard, fleüt ha fleüt-treuz e koad
Bloavezhioù oberiant abaoe ar bloavezhioù 1980
Lec'hienn ofisiel www.jmveillon.net

Endro Alain Genty, Jakez Pellen


Jean-Michel Veillon a zo ur soner breizhat, ganet e Frehel (Aodoù-an-Arvor) d'ar 16 a viz Mae 1959, ha deuet da chom gant e zaou vugel da-gichen Lannuon.

Graet en deus e studioù e skolaj Lambal, e lise Dinan hag e skol-veur Roazhon. Da unnek vloaz e krogas Jean-Michel da seniñ bombard ha da zañsal dañsoù Breizh, setu perak ez eo bet kroget da seniñ er festoù-noz, met goude, gant an amzer, en deus dizoloet ar fleüt-treuz (ur fleüt implijet dreist-holl e Bro-Iwerzhon d'ar mare-se), en ur selaou The Chieftains (ur strollad sonerien iwerzhonat savet e 1962, ha brudet bras o sonerezh hengounel). Plijout a rae ar sonerezh-se dezhañ kalz, met da gentañ-penn ar fleüt a-dreuz, evel ma vez c’hoariet gant Matt Molloy. Dont a reas buan da vezañ ar soner kentañ da c'hoari e venveg e sonadegoù pe festoù-noz. Setu perak ez eo bet kinniget dezhañ seniñ gant strolladoù sonerezh (Galorn, Kornog). Adalek neuze ez eo kroget da veajiñ er broioù estren : Iwerzhon, Bro-Spagn, Belgia, Bro-Alamagn, Stadoù-Unanet (…) ha memes e Sina. Bremañ e tenn Jean-Michel e donioù sonerezh d'un doare hengounel breizhat da c'hoari fleüt, met klevet e vez ivez en e sonerezh ur stil o tont eus broioù ar reter (Turkia, Iran, India, Sina). Seniñ a ra Jean-Michel Veillon e-unan, met ivez er strolladoù breizhat-mañ : Kornog, Barzaz, Pennoù skoulm, Alain Genty, Jakez Pellen & Celtic Procession, Toud 'Sames... Ganto en deus c'hoariet e Breizh, e Bro-C'hall hag e broioù all.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne