Jeanne-Marie Leprince de Beaumont (1711-1780), pe Marie-Barbe hervez marilh he badeziant, a oa ur skrivagnerez c'hallek eus an XVIIIvet kantved. Sevel a reas un dek ha tri-ugent levr kontadennoù evit ar vugale, evel La Belle et la Bête, ha lakaet e vez da unan eus kentañ skrivagnerien al lennegezh evit ar vugale.