James Earl "Jimmy" Carter, Jr. (Plains, Georgia, 1añ a viz Here 1924 – idem, 29 a viz Kerzu 2024) a oa ur politiker hag un dengarour stadunanat hag a voe 39vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika adalek 1977 betek 1981. Ne voe ket dilennet un eil gwech, pa gollas a-enep Ronald Reagan e dilennadegoù 1981.
Priz Nobel ar Peoc'h a voe deroet dezhañ e 2002. Brudet eo Jimmy Carter evit bezañ lakaet gwirioù mab-den da vezañ unan eus pennaennoù e bolitikerezh.