Joan Larzac diouzh e anv-pluenn, pe Jean Rouquette diouzh e anv gallek ofisiel (Joan Roqueta en okitaneg), zo ur beleg hag ur skrivagner okitanek, ganet e Seta (Hérault) d’an 13 a viz C'hwevrer 1938. Levezonet eo e skridoù gant e feiz katolik hag e zeskadurezh relijiel. Bet eo e penn rann lennegel an Institut d'Estudis Occitans. Meur a briz lennegel en deus bet (Grand Prèmi de las Letras Occitanas e 1962, Prèmi Antigòna e 1988).
Breur eo d’ur skrivagner okitanek all, Ives Roqueta (Yves Rouquette).