Johann Kaspar Zeuß (pe Zeuss), ganet e Kronach e 1806 ha marvet e 1856 e Kronach, a oa un istorour ha yezhour alaman, arbennigour war ar yezhoù keltiek. Savet en deus ur Grammatica celtica ma kadarnae e oa indezeuropek ar yezhoù keltiek, da-heul Franz Bopp. Goude e varv e voe adembannet e labourioù gant Hermann Wilhelm Ebel (Berlin, 1871).