Johannes Diez, anvet Tetzel a oa un dominikan alaman bet brudet evit bezañ gwerzhet induljañsoù evit sevel penniliz Sant-Pêr e Roma.
Ganet eo bet e Pirna war-dro 1465. Aet eo da Anaon e Leipzig e 1519.
El luskad gwerzhañ induljañsoù bet kaset gant ar Pab Leon X e 1515 e oa. Klasket en deus gwerzhañ ar muiañ posupl a-drugarez d'e brezegennoù entanet.
Respontet en deus e 1518 da 95 tezenn Luther bet embannet e 1517.
Skandalaet eo bet gant pennoù bras an Iliz a oa direnket gant e zoareoù.
Anavezet ez eo evit ar gwerzennoù-se: