Johannes Zukertort

Johannes Hermann Zukertort a zo bet ganet d'ar 7 a viz Gwengolo 1842 e Lublin (Polonia) ha marvet d'an 20 a viz Mezheven 1888 e Londrez (Breizh-Veur) .

Meurc'hoarier echedoù poloniat.

En Alamagn e voe savet.

Soner piano ag an dibab.

Komz a rae mat-tre un dek bennak a yezhoù.

Ugent vloaz edo pa teskas c'hoari echedoù e skol-veur Breslau (en Alamagn d'ar c'houlz-se).

Adal neuze e voe gouestlet e vuhez d'an echedoù.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne