John Latham[1], bet ganet en Eltham (Bro-Saoz) d'ar 27 a viz Mezheven 1740 hag aet da Anaon e Winchester (Bro-Saoz) d'ar 4 a viz C'hwevrer 1837, a oa un evnoniour, ur mezeg ha skrivagner saoz.
Lesanvet e voe Latham "tad-kozh evnoniezh Aostralia" dre ma studias un toullad mat a laboused o tont eus ar vro-se, evel ar c'haketou kupenn aour hag an emou boutin da skouer. Dougen a ra ur c'haketou e anv : kaketou Latham, Calyptorhynchus lathami an anv skiantel anezhañ (Temminck, 1807).