Jon Mirande

Jon Mirande
Jon Mirande
Anv ofisiel Jon Mirande
Obererezh Skrivagner, barzh, danevellour, yezhoniour
Ganedigezh e 1925
e Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv e 1972
e Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Euskareg, Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Haur besoetakoa
Traoù ouzhpenn
Barzhonegoù


Jon Mirande Ayphasorho, ganet d'an 11 a viz Here 1925 e Pariz ha marvet d'an 28 a viz Kerzu 1972 e Pariz ivez, a voe ur skrivagner hag ur barzh bask. Gwelet e vez evel barzh meur an euskareg en ugentvet kantved. E daou du an harz etre Bro-C'hall ha Spagn, war takad an euskareg, ne chomas den diseblant e-keñver e soñjoù ha skridoù. Droukskouer a reas gant dodennoù pagan. Gant tan ha fulor ennañ ez anzavas bezañ a-enep-krenn d'ar gristeniezh ha d'an demokratelezh[1].

  1. Gwel arouezeler Jon Mirande gant Gorka Aulestia

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne