Jorge Oteiza Enbil (1908-2003) zo ur c'hizeller hag ur skrivagner euskarek, ganet en Orio (Gipuzkoa). E 1935 ez eas da Amerika ar Su, ma chomas 14 vloaz, hep gwelout ar brezel-diabarzh eta.
E 1963 ec'h embannas Quosque tandem!, un arnodskrid diwar-benn kenedouriezh un arz euskarat gwriziennet en ene euskarat, emezañ, ha diazezet war an arz ragistorel[1].
Mervel a reas e Donostia ma voe digoret ur mirdi, miz war-lerc'h, dediet d'e oberenn, ar Museo Oteiza.