J. T. Sheridan Le Fanu | |
---|---|
![]() | |
Ganedigezh | 26 a viz Eost 1814 Dulenn, ![]() |
Marv | 7 a viz C'hwevrer 1873 Dulenn, Iwerzhon |
Broadelezh | Iwerzhonat |
Micher | Romantour |
Yezh | Saozneg |
Doare | Spont gotek Kevrin |
Luskad | Romantelouriezh du |
Joseph Thomas Sheridan Le Fanu (distaget /ˈlɛfən.juː/ e saozneg), bet ganet e Dulenn d'ar 26 a viz Eost 1814 ha marvet eno d'ar 7 a viz C'hwevrer 1873, a oa ur romantour iwerzhonat a skrive istorioù spont gotek, kevrinus hag euzhus.
Ur mestr war an istorioù tasmantoù e oa en e amzer ; drezañ pergen e voe diorroet an doare er mare viktorian, eus deroù ar bloavezhioù 1830 betek diwezh ar bloavezhioù 1890[1].
Brudet-bras eo e oberennoù Uncle Silas (ur c'hevrin), Camilla (ur sunerez-gwad lesbian) ha The House by the Churchyard (ur romant istorel).