Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Lealded | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv-bihan | Joseph ![]() |
Anv-familh | Hooker ![]() |
Deiziad ganedigezh | 13 Du 1814 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Hadley ![]() |
Deiziad ar marv | 31 Her 1879 ![]() |
Lec'h ar marv | Garden City ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn ![]() |
Lec'h douaridigezh | Spring Grove Cemetery ![]() |
Mamm | Mary Hooker ![]() |
Pried | Olivia Groesbeck Hooker ![]() |
Micher | ofiser, milour ![]() |
Bet war ar studi e | United States Military Academy ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1837 ![]() |
Strollad politikel | Strollad Republikan ![]() |
Grad milourel | major jeneral, soudard ![]() |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Emgann Chancellorsville, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, emgann Antietam ![]() |
Skour lu | Union Army, United States Army ![]() |
Perc'henn war | Rancho Agua Caliente ![]() |
Joseph Hooker, ganet d'an 13 a viz Du 1814 hag aet da Anaon d'an 31 a viz Here 1879, a oa un ofiser en United States Army. Tizhet en devoa ar renk a vajor jeneral en Union Army e-pad ar brezel diabarzh stadunanat. Daoust m'en doa servijet an arme gant berzh bras ha kalon dre-vras, a-hed ar brezel, Hooker a vez dalc'het soñj anezhañ evel an hini a voe trec'het garv gant ar jeneral kengevreet Robert E. Lee e-pad Emgann Chancellorsville e 1863.
Hooker a oa bet lesanvet "Fighting Joe" dre fazi skrivañ ur c'hazetenner en un dezrevell eus Emgann Williamsburg; chomet e oa al lesanv goude-se. Brud en doa ar jeneral da vezañ ul lonker bras hag ur merc'hetaer daonet. E bennlec'h a oa brudet evit bezañ ul lec'h c'hoari kartoù ha festoù. N'eus ket a brouennoù avat e oa ar jeneral o voesoniñ eñ e-pad ar festoù-se.