Julio Llamazares

Julio Llamazares, ganet d´an 28 a viz Meurzh 1955 e Vegamián, e Proviñs León, e Spagn, zo ur skrivagner ha kazetenner spagnolek

Ganet e oa nebeut amzer a-raok ma voe beuzet e gêriadenn gant stank ar stêr Porma. Goude distruj Vergamián e yeas ar familh da chom da Olleros de Sabero. E vugaleaj en div gêriadenn-se zo pouezus en e oberenn. Aotreet war ar Gwir, e tilezo ar vicher-se evit gouestlañ e vuhez d´ar c´hazetennerezh dre skrid ha dre c´hleweled e Madrid, e-lec´h m´emañ o chom.

En 1983 e krogas skrivañ Luna de lobos (Loar bleizi), e romant kentañ (1985), y e 1988 eh embannas La lluvia amarilla (Ar glav melen). Escenas de cine mudo (Arvestoù Sinema mut) e 1994 zo unan eus e oberennoù pouezus all.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne