Kamilh ar Merser a Erm

Kamilh ar Merser a Erm, Camille Paul Marie Aristide Lemercier, er marilhoù-kêr, ganet d’an 12 a viz Kerzu 1888, e Niort[1] ha marvet d’an 18 a viz Eost 1978 e Dinarzh, a oa ur barzh hag ur skrivagner gallek, un embanner hag un emsaver breizhat. Unan eus diazezerien Strollad Broadelour Breiz e voe e 1911, goude bezañ bet ezel eus Kevredigezh Vroadel Breizh. Camille Le Mercier d’Erm a zibabas da anv-pluenn[2], brezhonekaet a-wezhioù. Degemeret e voe e Goursez Breizh dindan an anv-barzh Kammermor. Gouest e oa da brientiñ testennoù brezhonek evit an embann ha pa ne vestronias ket ar brezhoneg skrivet biken.

  1. Akta ganedigezh niv. 418. Fazioù war an deiziad ha war e anv-familh a gaver el levrioù e-leizh .
  2. Lost an anv-se a zeu eus hini e bried kentañ, ur vaouez eus familh e vamm war a seblant.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne