Kampaspe

Kampaspe noazh dirak Apelles gant Auguste Ottin (1883). Delwenn ouzh tu hanternoz ar porzh anvet Cour Carrée e Mirdi al Louvre e Pariz.
Alesant Veur ha Kampaspe e stal-labour Apelles, livet gant Giovanni Battista Tiepolo.
Kampaspe, gant John William Godward .

Kampaspe (pe Pancaste)[1] a oa ur serc'h da Alesant Veur, a voe poltredet gant Apelles, a oa brudet en Henamzer evel ar gwellañ livour biskoazh.
Kontet eo bet an istor-se gant Plinius an Henañ en e Istor Naturel :[2] o welout kened ar poltred anezhi en he noazh e welas Alesant e plije Kampaspe d'an arzour (hag e kare anezhi) muioc'h eget ma rae-eñ e-unan. Neuze e viras Alesant ar poltred hag e kinnigas Kampaspe da Apelles. "So Alexander gave him Campaspe as a present, the most generous gift of any patron and one which would remain a model for patronage and painters on through the Renaissance" (Lane Fox, Alexander the Great).

Apelles a reas eus Kampaspe patrom e livadur eus Afrodite 'o sevel e-maez ar mor', ar Venus Anadyomene, "o tiwaskañ he blev hag an takennoù a ruilhe diwarni a rae ur ouel arc'hant treuzwelus en-dro d'he c'horf " (Peck, 1898).

N'eus roud eus Kampaspe ebet er pemp skrid pouezusañ deuet betek ennomp diwar-bouez buhez Alesant Veur. Hervez Robin Lane Fox, e vuhezskridour a-vremañ, e sav ar vojenn dezhi betek ar skrivagnerien roman Plinius (Istor Naturel), Lukian Samosata hag Aelian. Hervezo e oa ur geoderourez eus Larissa en Tessalia, ha hervez Aelian he dije desket Alesant war blijadurioù ar garantez.

  1. A-wechoù e vez hellenekaet hec'h anv e Pancaste
  2. John J. Popovic, "Apelles, illurañ livour an Henamzer" e-barzh Istor Naturel Plinius.(35.79-97)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne